Karantez-vro
Music: Gwalarn
Singer: Veronique Autret
Lyrics: originally a poem by Anjela Duval
E korn va c’halon ’zo ur gleizhenn
’Baoe va yaouankiz he dougan
Rak, siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c’hêriou,
Ar morioù don, ar broioù pell,
Ha ne garen ’met ar maezioù,
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.
Ret’ voe didab ’tre div garantez :
Karantrez-vro, karantez den.
D’am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vont ’n hini ’garen.
Biskoazh abaoe nam eus en gwelet
Biskoazh klevet keloù outañ.
Ar gleizhenn em c’halon zo chomet
Pa ne gare ket pezh a garan
Pep den a dle heuilh e Donkadur :
Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ.
Gwasket ’voe va c’halon a-dra-sur,
Met ’gare ket pezh a garan.
Dezhañ pinvidigezh, enorioù,
Din-me paourentez ha dis
1 view
1983
661
2 months ago 00:04:03 1
Karantez vro
12 months ago 00:03:58 2
Nolwenn Leroy, Karantez_Vro (Carène)
2 years ago 00:04:08 3
Nolwenn Leroy-karantez vro- duo violon RonanRouxel