Bali Breizh e Pariz / Bali Breizh à Paris 2/4

Eil abadenn Bali Breizh e Pariz. Goulwena a gej gant Gwendal Herve, arkitektour. Gant e wreg Monique Bastos o deus savet un ajañs arkitektouriezh. E Pariz emañ o burev met e Breizh e labouront ivez, war batisoù publik dreist-holl. Gwendal a ziskouez da C’houlwena penaos e c’heller degas un identelezh d’ur savadur, anv zo ivez eus penaos lakaat ur priz d’ur studiadenn pa gresk priz an danvezioù evit sevel batisoù ha pa ‘z eus reolennoù nevez da zoujañ dezho ouzhpenn. Komz a ra dezhi ivez eus e garter hag a blij dezhañ kenañ. Ewen Langoët a oa boaz da dresañ peogwir e oa designer. Ouzhpenn tresañ a ‘ra bremañ, sevel a ra pezhioù arrebeuri dibar. Simple d’Esprit anv ar stal en deus savet asambles gant Christophe Lafarge e Longvilliers. Kelaouadenn. En ostaleri Lizard Lounge e kej Thelo gant Erwan Quintin. Hemañ zo e dad eus Breizh hag e vamm eus Galisia. Goude bezañ desket galisaneg pa oa krennard en deus graet
Back to Top