Bali Breizh e Pariz / Bali Breizh à Paris 4/4

Hon zroiad Bali Breizh betek Pariz a glozomp gant an abadenn-mañ. Er metro eo en em gavet Goulwena an Henaff gant Sharmila Thorel. Houmañ zo studierez e skol goñvers Audencia. E miz Even diwezhañ e oa bet en India, e-pad c’hwec’h sizhunvezh, o sikour en un emzivati ha merket eo bet kenañ gant ar veaj-se. Tost eo da sevenadur India hag a zo bet treuzkaset dezhi a bell zo gant he mamm bet ganet er Bangladesh. Meur a skol uhel brudet zo e Pariz lec’h ma vez studiet a bep seurt danvezioù. Mael Deuffic zo unan eus an nebeudig enklaskerien er bed a zo gouest da studiañ ar galianeg. War gaeoù ar Saena ha kostez Beaubourg e pourmen Thelo Mell gant Gael Billien. Hemañ a ro kentelioù brezhoneg e Ti ar Vretoned. E Versailhez e ro kentelioù ivez hag eno emañ o chom. E dud a oa en em gavet eno e 1960, an tad eus Montroulez hag ar vamm eus Kerlouan. Gael en deus savet e vab e brezhoneg. Kanet en deus Gael e-pad ugent vloaz e festoù-noz bro B
Back to Top